BOA logo

Champ d'expression ba Kermaria Lokarn

- By Radio Bro Gwened

11 min 13 sec 19 Deireadh Fómhair 2020

In this episode
we discuss :

« Champ d'expression », ur gejadenn etre bed an arzoù ha hini al labour douar a zo bet aozet evit ar bloaz c'hoazh e kreiz Breizh, gant ar gevredigezh La Fourmi.e. E-pad ur pennad zo chomet arzourien hag arzourezed war peder feurm, dezhe da sevel oberennoù staliet war blas, liammet gant an endro pe c'hoazh ar vuhez war ar menaj. Er bloaz-mañ emañ an diskweladegoù e Sant-Nigouden, Mêl-Karaez peotramant c'hoazh Kermaria, e Lokarn, war menaj bio Philippe ha Martine Kamuz. Aze eo bet chomet Félicité Landrivon e-pad teir sizhun a-benn kinnig oberennoù e liamm gant ar pezh 'deus bevet e-keit ma oa en rezidañs... Demp da heul Martine Kamuz betek oberennoù an arzourez... Ar re-mañ a oa lakaet mat ba loch al leueoù hag e-giz-se bopred neuint ket bet glav war o fenn...
Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2025 Radio BOA