BOA logo

Dour ha stêrioù Breizh : bilañs al lajad "Stop champs orange"

- By Radio Bro Gwened

10 min 57 sec 27 May 2019

In this episode
we discuss :

Digwener e Benac'h e oa graet gant tud ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh ur bilañs deus ar c'hampagn "Stop champs orange". Ur c'hwitadenn eo ar plañ Ecophyto lakaet e plas gant ar gouarnamant e 2008 hervez Dour ha Stêrioù Breizh. Er c'hontrol deus ar pezh a oa lakaet e-barzh ar plañ eo kresket an implij a louzeier amprevaned gant al labourerien-douar. Ha loushoc'h-loushañ stêrioù Breizh abalamour d'al louzoù 'vit ar yeot da gentañ penn. E fin miz Meurzh 2019 oa bet kinniget d'an dud mont war al lec'hienn "Sañtinell an Natur" evit lakaat e-barzh poltrejoù tennet gante deus parkeier suilhet gant al louzoù chimik. Jean-Paul Runigo, deus ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh a lavar deomp petra zo kaoz e oa bet roet lañs d'ar c'hampagn "Stop champs orange".
Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2025 Radio BOA