Kokenn ar Son - Par Radio Kreiz Breizh
52 min 13 sec 19 juin 2026
Deus an ultimate e vo komzet hiziv ba Kokenn ar Son e kompagnunezh Julien Antoine ha Pauline Le Péculier. Ur c’hlub Ultimate o deus krouet 6 vloaz zo er Favet Bro-Dreger asambles gant kamaraded all : ar FUK.
D’ar 6 ha 7 a viz Even en deus klub ultimate ar Favet, ar FUK, aozet un tournamant bras. Degemeret e oa bet un 5 den ha tri-ugent bennak ba’r bourg evit c’hoari asambles e-pad 2 zevezh.
Ken gwrac’h int gant ar sport-se ken eman Pauline o sevel un teulfilm war an ultimate evit Bali-Breizh.



