Kokenn ar Son - Par Radio Kreiz Breizh
55 min 50 sec 21 février 2025
Ar gevredigezh Muut Production a zo bet savet gant Yann Ar C'horr, soner akordeons, 'sambles gant peizanted ha tud deus bro Rostren. Evit an eil wezh e vez aozet gante ar festival Plié Deplié tro-dro d'an akordeons. Ar bloaz-mañ eo Antoine Girard, paotr ar sonerezh Balkan, o kas ar staj hag ar sonadeg a vo gant e daouad Pouëtte gant Lina Belaïd. En abadenn-mañ e tispleg Yann Ar C'horr deomp petra eo Plié Deplié, Muut Production ha perak e reont tout-se.