Kokenn ar Son - Par Radio Kreiz Breizh
1 heure 0 min 04 février 2025
Juluan Lalouet a zo ganet er bloavezhiou 1930. Mansoner eo bet ba bro Plounevez ar Faou a-hed e vuhez. Ur staj mansonerezh mod kozh en deus graet e miz Gouere, 'sambles gant Galla Brillant, ur plac'h bet graet studioù war an arkeologiezh hag o teskiñ ar vicher mansonerez abaoe un nebeut bloavezhioù.
Bet omp o welet anezhe e ti Juluan da c'hoût hirorc'h war ar staj ha war an doare da sevel tier mein 'raok an Eil Brezel Bed.