En XIXvet kantved, en ur c’horn distro eus Bro-Roergue. Marvet ez eus ur paotr gant ur c’hleñved dianav ha diwar neuze e krog an Ankoù d’ober e reuz er gêriadenn. Hervez kont e vefe savet ur mallozh kozh eus donderioù ar stêr-Viaur…
Pell zo e oa bet taolet ar mallozh-se, e fin ar XIVvet kantved, d’ar c’houlz ma oa renet kastell Miramont gant mistri feuls, c’hoantek ha didruez: Jaufre ar Saoz hag e letanant feal, Berenguièr an Albigòt, lesanvet Bigòt. Hennezh a oa lorc’h ennañ gant e arbalastr koad-eben, un arm dibar spontus. E kalon Bigòt, avat, e oa koachet ur sekred…
Arbalastrer Miramont
A zeuy en noz, siwazh!
Az kortozo amañ, az tapo ahont
An arbalastrer hemolc’her
An arbalastrer c’hwiper
Arbalastrer Miramont!
Ur romant gant Robèrt Martí, troet diwar an okitaneg gant Joel Donarzh hag embannet gant An Alarc'h Embannadurioù, ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg.



