Un torkad barzhonegoù etre Kerc’horr hag ar bed bras. Gwerzennoù bevet evel darnoù buhez engravet war ar paper. Un emskiant kizidik ha tener en ur bed kriz ma teu ar fent du da vezañ un doare da dalañ ouzh ar gwirvoud. Hag ouzhpenn-se brezhoneg c’hwek en diviz etre ar skrivagner hag e lennerien !
Ul levr gant Jakez-Erwan Mouton, embannet gant Embannadurioù Al Lanv ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.