Emaomp e 1832 en ur vro par da Vreizh renet gant familhoù galloudus. Pa varv an Duk Pennarzh e krog ur brezel diabarzh skrijus. Ar re Ererdu a vo trec’h war ar re Bennarzh avat.
Un dek vloaz bennak goude an darvoudoù-se emañ Aran, mab Rozkelenn, war glask muntrerien e dad ha dreist-holl lod eus ar familh o dije treitouret anezho, e genderv Iwan en o zouez, a vez graet ar gourig anezhañ.
Evit e romant kentañ e brezhoneg e kas Maël Graignic ac’hanomp war roudoù ar veñjañs, un hent ken dañjerus ha dall anezhañ ma n’haller mont gantañ e-unan-penn nemetken. Muioc’h a gasoni hag a zigenvezted a gavo war an hent-se, a-raok kavout roud eus ar gourig.
Romant brezhonek gant Mael Graignic, embannet gant Al Liamm ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.