BOA logo

An amzer grenn

Barzhaz - Par Radio Kreiz Breizh

10 octobre 2024

Dans cet épisode
on discute :

Peder lodenn a ya d’ober al levr-mañ, peder mammenn disheñvel. An amzer grenn. Krenn evel ur skoulm diaes da zieren, krenn evel krennard hag an hiraezh d’ar yaouankiz. Skoulmoù ha rannoù. Evel er vuhez. Hag amañ emeur e kalon pennadoù-amzer bev ha fetis. Darvoudoù, oberiantizoù, lennadennoù, filmoù, baleadennoù... dindan saour ha bec’h an amzer. Ha pe liv ’vo gant an amzer da zont ? Peadra zo da chom en entremar... Istorioù berr a gaso al lennerien war hent an ijin, ar faltazi rak Joel Donarzh a oar silañ broud ha preder evit reiñ blaz d’e oberenn.

 

 

Torkad danevelloù gant Joel Donarzh, embannet gant Al Liamm, ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA