E Bro-Genya e oa ur bagad dourvarc’hed o vevañ sioulik-kaer, hag o flijadur a oa mont d’ar stêr vras da zistanañ. Met pebezh souezhadenn pa c’hanas Peskennig : ne ouie ket an dourvarc’h bihan neuial ! Biskoazh kemend-all !
Glac’haret e oa al loenig ha nec’het-bras e vamm. Penaos e c’hellje an hini bihan talañ ouzh al loened gouez ? Penaos e kavje e blas e-touez an dourvarc’hed all ?
Neuze e tibabas Peskennig mont gant un hent dic’hortoz a-walc’h, hag e tiskouezas ne oa ket mezhus bezañ disheñvel diouzh ar re all…
Ul levr embannet gant An Alarc'h Embannadurioù hag ur gronikenn gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg