Goude bezañ peñseet war un enezenn distro e kendalc’h hor pemp haroz da wellaat o stad war an tamm douar-se ha da glask kaout sikour war ar memes tro.
Int-i eo, a-benn ar fin, a yelo war sikour tud all, pa gavont ur voutailh bet bannet er mor.
Pelloc’h e penn an enezenn e kavont ur c’hwec’hvet kompagnun. Met hemañ a zo gouez da vat, ha n’eo ket aes gouzout piv eo nag eus pelec’h e teu.
E-keit-se e c’hoarvez darvoudoù souezhus. Betek re, evit an ijinour Cyrus Smith ha Gedeon Spilett.
Setu eil lodenn avanturioù dreistordinal ar pemp haroz bet ijinet gant Jules Verne.
An enezenn gevrinus - Lodenn 2 : an den dilezet - Gant Jules Verne, troet e brezhoneg gant Stefan Carpentier hag embannet gant Al Liamm.