« Abaoe mard on ganet eo bet gwasket ma c’halon gant ar vuhez. Hag evit echuiñ mac’hañ anezhi din : Bro-Alamagn ! » eme Ricon Savihnac, di en doa ranket mont evit al labour ret (STO). Treiñ ha distreiñ a ra sonjezonoù en e spered rak lod a oad gantañ o deus kollet o buhez hag int o stourm ouzh an alouberien evit ma c’hellfe-eñ mont en e frankiz. War droad, war varc’h-houarn pe gant an tren, e yelo dre hentoù meinek ar Roergue war glask e identelezh kollet.
En Bro-Roergue e oa bet ganet Joan Bodon, e Crespin, ur gêriadenn vihan. Okitaneg e oa yezh-vamm Joan Bodon, ha levezonet e oa bet kalz a-vihanik gant e vamm, ur gonterez anezhi.
Levr gant Joan Bodon, lakaet e brezhoneg diwar an okitaneg gant Joel Donarzh, embannet gant Al Liamm ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.