Gwech ha gwech all ar sezon-mañ e vo kinniget deoc'h lennadennoù bommoù eus levrioù brezhonek, kozh ha nevez
A-benn ar sizhun all gant ar gronikenn Barzhaz e vo klevet a-nevez Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon o komz deomp eus ul levr brezhonek nevez embannet. Da c'hortoz e kinnigomp deoc'h ul lennadenn. Ur bomm eus an danevell « Tavarn ar Pont Du ». Un danevell gant ar skrivagner tregeriat Ernest ar Barzhig bet embannet en ul levr anvet « Minna ha danevelloù all... » gant mouladurioù Hor Yezh e 1988. C'hoarveout a ra an istor kontet e Kaorel, e traonienn ar Blavezh, war-dro ar bloaz 1870. Un istor muntr euzhus bet lonket pell zo gant an dud ha gant dour lenn artifisiel Gwerledan...
Ul lennadenn gant Tomaz Laken