BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Tan de'i

Barzhaz - Par Radio Kreiz Breizh

28 juin

Dans cet épisode
on discute :

Emeur o prientiñ un arvest bras evit lidañ krouidigezh an embregerezh Tan De’i a brodu boestadoù alumetez abaoe 100 vloaz. Birvilh e-leizh a zo gant an dud er Gêr-Uzin.
Rubinia Pyro, merc’h ar rener, Bohort hag Elvyn, bugale labourerien vunut er Gêr-Uzin a ’n em gav er Forest. Daou voud a zo en o c’hreiz : krennarded int, ya, barrek da dreiñ da loened. Bleiz, broc’h ha kazh-koad a ranko talañ ouzh darvoudoù dic’hortoz ha skrijus. Rak poent bras eo gwareziñ an endro ha paouez da ziskar gwez forzh pegement evit boueta an uzin.

 

 

Gant Loeiza an Duigou, skeudennaouet gant Anna Duval-Guennoc, embannet gant Al Liamm ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA