BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Zadbora

Barzhaz - Par Radio Kreiz Breizh

13 avr.

Dans cet épisode
on discute :

Abaoe m’emañ Kaheg e penn Liesi, war planedenn Zadbora, n’eo ket brav bezañ barrek ha mailh war an hudouriezh. Ar Skeud a zo karget da lazhañ anezhe holl, kriz ha kalet. Charlez a laka Kaheg da Zoue. Mont a ra da foetañ bro da brezegenniñ ha diheñchet e vo buan eus e roud raktreset.
Ha ret e vo dezhañ ober evel To’Mhaz, ar c’horr en doa toullet e hent e-unan a-enep da hengoun milvedel e bobl ? Magdalena, ur goantenn eus an dedennusañ, gwech diaoulez, gwech priñsez, a lakao anezhañ da vrellañ !
Ur redadeg m’eo bet raksoñjet an tennad a-bell zo eo Zadbora. Ha war an hent-se e ranko kement boud kavout e wir anien.

 

Ur romant heroic fantasy gant Jerom Olivry, embannet gant Al Liamm ha kinniget aze gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA