Er bloavezh 1865, un aervag gwallgaset gant ur gorventenn spontus a voe bannet war aod un enezenn er mor Habask. Pemp den hag ur c'hi a oa war vourzh ar baloñs hag en o zouez an ijinour Cyrus Smith. Setu lodenn gentañ avanturioù dreistordinal ar pemp haroz bet ijinet gant Jules Verne. Troidigezh gant Stefan Carpentier.