Arru eo an eur da glevout ar gronikenn Barzhaz bremañ.
Hudu 'peus ket 'met ijinañ div ran klakenn ha torr-penn hag a zo en em silet e-barzh arc'h Noe e-mesk al loened all !
E-pad an deiz e kanont kanaouennoù pout hag e reont farsadennoù droch ken eo arru tremen skuizh al loened all gante... « An div ran a oa bras o beg », ul levr brav ha fentus hardî, kinniget ar beure-mañ gant Magali deus Kuzul ar Brezhoneg...