BOA logo

Charlie Grall : Bloavezhioù kentañ Bretagne/Breizh Info

Ar vandenn - Par Radio Kreiz Breizh

45 min 0 sec 12 mars 2026

Dans cet épisode
on discute :

Aet e oa diouzhimp ar c’hazetenner ha stourmer evit Breizh d’ar 27 a viz C’hwevrer 2026.

Anavezet e oa an dizalc’hour evit e stourm start en FLB-ARB e fin ar bloavezhioù 1970. Ec’h amp da rentiñ un tamm enor dezhañ hudu en abadenn Ar Vandenn o reiñ deoc’h da glevet un abadenn a oa bet enrollet gant Herve ar Beg e fin miz Kerdu 1998. Daou vloaz a-raok e oa bet krouet ar gazetenn bolitikel Bretagne/Breizh Info. Ha mann n’he devoa honnezh da welet gant al lec’hienn digelaouiñ ha propaganda eus an tu dehoù pellañ he deus adkemeret an anv Breizh Info goude-se. Just a-walc’h e oa bet skrivet ul levr gant Charlie Grall e 2016, Breizh Info et l’imposture de l’extreme droite. E 1998, bepred, e komze ar stourmer da selaouerien RKB eus ar gazetenn bolitikel nevez savet hag eus he amzer da zont. Ar volontez e komzoù Charlie Grall a ziston betek ennomp herie an deiz c’hoazh hag e vo miret eus an atersadenn-mañ ur poz a zegouezh gant buhez ar stourmer nevez varvet : an dalc’husted.

(Poltred eus kazetenn ar Poc'hêr eus ar 4 d'an 10 a viz Meurzh 2026)

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2026 Radio BOA