BOA logo

An akordeons, ur benveg disuj gant Ernest Roussel ha Victor Lancien

Ar vandenn - Par Radio Kreiz Breizh

44 min 53 sec 20 janvier 2026

Dans cet épisode
on discute :

E penn kentañ an abadenn e vo klevet Ernest Roussel, lesanvet Nenesse. Paotr an akordeons, a Blounevez Moedeg, sorc'hennet gant boest an diaoul, ganet e 1923, bet rezistant da driwec'h vloaz ha bet war-lerc'h da labourat e EDF e Pariz, ha distro 'bar 'vro evit sevel ur strollad anvet Watt+son.

Kontañ a ra da Herve ar Beg, en un abadenn enrollet e miz Meurzh 1995, penaos en deus laeret akordeons e vreur, e sonadegoù gentañ, ar balioù difennet 'pad ar brezel, penaos oa bet konfisket e akordeons gant paotred Maï Robin Loguivy, o c'houzout hiriv eo bet diskouezet e akordeons e mirdi broadel ar Rezistans e Champigny sur Marne 'vit un diskouezadeg war ar festoù difennet kontañ a ra penaos 'n eus sonet gant Jo Privat ha Marcel Azzola e Pariz hag e sell war an akordeons er bloavezhiou 90.

Ernest Roussel a zo marv e 2009 hag e wreg Josette e 2022

O paouez selaou un atersadenn gant Ernest Roussel, paotr an akordeons emaoc'h. Bremañ e chomomp gant sonerien akordeons, unan tostoc'h deus sonerezh Breizh sur walc'h mes n'eo ket anavezet kement vit Ernest, anvet eo Victor Lancien, paotr Pluskelleg, ganet e 1920, sorc'hennet eñ gant ar velo mes ur c'haner ampart ivez ! Marvet eo Victor e 2007.

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2026 Radio BOA