E 1987 oa bet aozet ur c'honkour kontadennoù gant ar CMB e Breizh a-bezh. Ar final oa bet dalc'het en Oriant. Evit ar c'hontedennoù e brezhoneg eo Aogust Kere deus Sant-Nikolaz noa gonet.
Un tamm goude oa bet Fañch Jezekel d'ober un tamm kont gantañ, un digarez d'ober anaoudegezh gantañ, klevet anezhañ konto deus e vuhez, met ivez o tisplegañ ur varzhoneg bet savet gantañ hag e gontadenn bet priziet.
En tamm kentañ deus e atersadenn glever anezhañ kontañ e vuhez prizoniad pad an eil brezel bed hag e varzhoneg.
Muzik:
- Konskried Sant Nikolaz gant Kemener/Gwilhouz
- La casa del Mouradia gant Ouled El Bahdja