BOA logo

Saloñs al levrioù Karaez 2024

RKB en extérieur - Par Radio Kreiz Breizh

26 octobre 2024

Dans cet épisode
on discute :

Setu un abadenn ispisial kaset war-eeun deus Gouel al levrioù e Karaez. Ar bloaz-mañ eo

bet lakaet war-wel ar yaouankiz. Setu perak hon eus pedet tud a skriv 

pe a embann evit ar re yaouank : tro-dro d'an daol ez eus Magali Baron eus Kuzul 

ar Brezhoneg. Prezentiñ a ra levrioù evel "Brasañ sotoni ma buhez" pe "D'an

emgann morvan". 

Tifenn Merien, eus ar gevredigezh-embann Timilenn, a zispleg deomp perak he

deus choajet krouiñ un ti-embann nevez gouestlet d'ar re yaouank. 

Pedet eo ivez Loeiza an Duigou, tapet ganti Priz Langleiz ar bloaz-mañ.

Mark Kerrain a gomz eus e labour troer, ha dreist-holl deus e zroidigezhoù

levrioù Evelyne Brisou-Pellen, Prezidantez a enor Gouel Levrioù e Breizh ar bloaz-

mañ.

Herve Sebil Kernaudour en deus skrivet ul levr anvet "Dindan pavezioù

gwengamp", ur romant leun a gevrin, etre istor ha suspens.

Teknik : Mael Krenn ha Gweltaz Heno

Animatourien : Tomaz Laken ha Yann Boishardy

 

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA