BOA logo

Peseurt feulster ?

Soñjoù Dishual / Pensée Indocile - Par Radio Kreiz Breizh

30 min 33 sec 22 octobre 2026

Dans cet épisode
on discute :

Abaoe miz Gwengolo ’vez gwelet liseidi ha studierien o vanifestiñ er straedoù evit kaout muioc’h a gelennerien ha kondisionoù labour gwelloc’h. Goull a reont e vefe gouestlet muioc’h a arc’hant d’an deskadurezh gant ar gouarnamant. Klemm a reont ivez eus feulster ar polis, diskuliañ a reont an dizingalderioù sokial, hag hetiñ a reont e vefe muioc’h a zemokratelezh er vro. Koulskoude eo dreist-holl war ar feulster ez eus bet pouezet gant ar re o deus rentet kont eus stourm ar re youank-mañ. Met eus peseurt feulster e komzer ? Ha peseurt feulster a c’hell bezañ reizh ? An hini a zifenn an urzh diazezet pe an hini a sav a-enep dezhañ ?

Gant Max Weber, Hannah Arendt, Nelson Mandela ha Martin Luther King, e sell ar gronikenn-mañ ouzh monopol ar Stad war ar « feulster reizh » ; goude-se en em c’houll hag-eñ eo efedus feulster ar stourmerien, ha peseurt riskloù a zo liammet outañ. Hag er fin en em harp war enklaskoù skiantoù politikel nevez evit studiañ promesaoù ha bevennoù an nann-feulster.

Ur gronikenn gant ar sokiologour Ronan 'r C'hoadig

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2026 Radio BOA