BOA logo

Ar skolioù republikan gall : deskiñ sentiñ ?

Soñjoù Dishual / Pensée Indocile - Par Radio Kreiz Breizh

38 min 55 sec 17 octobre 2026

Dans cet épisode
on discute :

Daoust ha ne servij ar skolioù nemet da gelenn d'ar vugale, da zigeriñ anezhe war ar bed ha da zieubiñ o spered ?

Er gronikenn-mañ e komzimp eus palioù ken pouezus all, ma n'eo ket muioc'h : stummañ sitoaianed sentus, skignañ ar vroadelouriezh Stad, ha disgwriziennañ ar minorelezhioù.

Gwelout a rimp penaos e vez kustumet ar vugale ouzh an aotrouniezh gant ar reolennoù hag an disiplin, penaos e servij ar skolioù da lakaat ar vugale da zeskiñ ar romant broadel ha penaos int bet implijet evit diskar yezhoù ha sevenadurioù ar minorelezhioù en ur vont a-wechoù betek ar c'henellazh (etnosid).

Gwelout a rimp, evit klozañ, e c'heller kinnig un doare all da gelenn, diazezet war an emrenerezh, al liesseurted sevenadurel, ar c'hrouusted hag an treuzkas a-blaen. Kement ha stummañ tud dishual...

Ur gronikenn gant ar sokiologour Ronan 'r C'hoadig

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2026 Radio BOA