Hiriv evit an abadenn gentañ ez eomp da vro Vrazil da c'houzout hirorc'h diwar-benn ar forró, un dañs hag ur stil muzik deus eno. Muioc'h-muiañ e vez gwelet kentelioù forró e Breizh. Bet omp o welet Yann Ar C'horr, soner akordeoñs, bet kalzig e Vrazil ha savet gantañ ur strollad sonerezh anvet "Bel air de Forro". Degemeret en deus ac'hanon gant e verc'h Luce evit kompren gwelloc'h petra eo ar forró.