Gisel Sparza Sepulveda a zo mignonez da Anjela a-c'houde 15 vloaz. Savet he deus ar strollad La Obra gant Celine Soun ha goude un dek vloaz bennak e Breizh eo distro da Vro Chile da genderc'hel gant ar c'hoariva en ur stumm all, arzel muioc'h evit pedagogel. Kontañ a ra en eil lodenn penaos e glaskont gant he gompañunezh c'hoariva c'hoari e lec'hioù pell deus al lec'hioù sevenadurel ha tro-dro da beseurt temoù e savont o pezhioù c'hoari.
Mouezh treiñ : Clara Thabard