Gisel Sparza Sepulveda a zo mignonez da Anjela a-c'houde 15 vloaz. Savet he deus ar strollad La Obra gant Celine Soun ha goude un dek vloaz bennak e Breizh eo distro da Vro Chile da genderc'hel gant ar c'hoariva en ur stumm all, arzel muioc'h evit pedagogel. Kontañ a ra el lodenn gentañ penaos eo ganet La Obra, perak he deus choazet mont kuit ha petra 'ra hiriv.
Mouezh treiñ : Clara Thabard