Awen Prigent a zo poder e Benac'h abaoe tost dek vloaz. E-pad pell en deus treset gant an dorn tresadennoù bihan e karrez war bolennoù ha podoù a bep seurt. Abaoe un nebeud bloavezhioù e implij sielloù graet gantañ, mont a ra buanoc'h. Staliet int tout war un daol e korn e boderezh. Kont a ra deomp penaos e ra.