Clément Guillanton a zo bredour, psikologour e Montroulez. Kontañ a ra deomp e sell war ar rol en deus da gaout dirak skoulmoù pe kleñvedoù an dud a teu da welet anezhañ. Pa vez tud o tont just evit bezañ frealzet pe reoù all a zo tapet mat gant kudennoù korf hag empenn 'blam d'an anken, e vez ret d'ar medisin kaout ur c'hempouezh evit bezañ gante ha henchañ anezho trankilig.