Kendalc'homp gant sujed an droidigezh gant Yann-Ber Piriou, skrivagner liesyezhek. Hemañ a zispleg perak eo fromet muioc'h gant ar ger tan e brezhoneg evit gant ar ger feu e galleg, ha penaos e ra evit treuzkas santimantoù ken kreñv e meur a yezh. Barzhoneg : Yann-Bêr Piriou a gan ul lodenn deus ar ganaouenn "Spered an tan", bet skrivet gant Pêr-Jakez Helias ha lakaet en sonerezh gant Polig Montjarret.