FESTIVAL PLEIN 'R
Mikel Kras, peizant e Rieg, zo deus an dud o deus labouret en e gumun da brepariñ ar Festival Plein 'R a vo disul.
Boued bio (fouezh, legumaj, kig, fourmaj-laezh, mel, gwin, te, sistr, kaotigell, eoul...) hag ivez c'hoarielloù, dilhad, levrioù, soavonoù...a vo war ar marc'had
Tost da tri-ugent gwerzher a vo, hag ivez kevredigezhioù a-benn derc'hel emgavioù da brederiañ war ar modoù yac'h da labourat an douar ha da bourchas boued d'an dud
https://abc-bio.org/
Ali lenn
Maryse Evrin eus ar vediaoueg Alain Gerard e Kemper :
Rêver des îles, le voyage comme respiration philosophique gant Francis Gavin
DISTRO EN BAIE
Louis Spinec, bet martolod e vuhez-pad evit gounit e damm bara, a ro bremañ eus amzer e retret evel prezidant an SNSM e Dz ha Kabiten ar vag Richard Marika. E-bourzh hounnezh e kaser tud nammet war vor, da vare ar Gouel anveet ''Distro en Baie'' ha kaset e bae DouarnenezPadout a raio c'hoazh un devezh.
AT 2022 05 13 Fallaenn disul
A-benn disul da noz vo ur fallaenn-loar ! Ne vo ket 'voaien da welet anezhi en e fezh mat-tre amañ e Breizh, met sur a-walc'h vo brav da welet memestra. Dominique Merrien, asambles gant Benjamin Bouard.