BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Rekipe kreien kourjetez

Deomp dezhi ! - Par Radio Kerne

12 avr.

Dans cet épisode
on discute :

Evit 4 den e vo ezhomm : - 7 kourjetezenn bihan a-walc'h - 3 loaiad vras a zienn-fresk - 100 gram fourmaj rasklet - pepr ha holenn Prest oc'h ? Deomp de'i ! Da-gentañ, rakpoazhit ar c'hourjetez ouzh ar vurezh. Implijit ur gaoter-aezhenn pe ur gastelodennad dour hag ur paner-aezhenn e-barzh. Evit rakpoazhañ ar c'hourjetez n'eo ket dav dibluskañ na troc'hañ anezho met gwalc'hiñ anezho tra ken. Ur wech rakpoazhet ar c'hourjetez, dibluskit anezho ha troc'hit peder anezho a-dammoù. Meskit ar peder-se gant an dienn, ar pepr hag an holenn. Ar gwellañ eo meskañ gant ur robot. An teir c'hourjetez a chom a c'hellit troc'hañ e laonennoù. Tapit ur plad mat da vont er forn ha ledit un tamm amann ennañ. Raktommit ar forn da 200°. Skuilhit ar yod kourjetez er foñs ha stalit al laonennoù war-c'horre. Ouzhpennit ar fourmaj rasklet. Laoskit ar pladad er forn e-pad un ugent munud bennak, hag ur wech krazet ar fourmaj eo prest !
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA