BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Rekipe Smoothie sivi

Deomp dezhi ! - Par Radio Kerne

12 avr.

Dans cet épisode
on discute :

Fardet 'vo ur smoothie gant sivi, da laret eo un evaj fresk ha yac'hus a vo un teuzar evit merenn vihan. Evit 4 den 'zo ezhomm : - 300 gram sivi. Tapit reoù gounezet b'ar vro, gwelloc'h eo! - 1 vananezenn - 10 tamm skorn bennak - hag un tammig sukr ma 'zo ezhomm Troc'hit ar frouezh a dammoù bihan ha meskit mat en ur robod. Tañvit ha ma kavit eo re drenk ar frouezh, ouzhpennit un tammig sukr poultr. Ouzhpennit an tammoù skorn ha drailhit anezho a-benn kaout chug skornet. Dasparzhit ar meskaj 'barzh gwerennoù brav hag evit diouzhtu. Sed aze, prest eo ar smoothie ! Tu 'zo lonkañ 'nezhañ gant ur blouzenn ha staliañ ur sivienn war benn ar werennad. Ma fell deoc'h e c'hellit lakaat ar meskaj er yenerezh ha 'giz se teuio da skornenn !
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA