BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Ar repuidi ha repuadezed da vare an enkadenn yec'hed

Atersadennoù - Par Radio Kerne

13 avr.

Dans cet épisode
on discute :

"Rein boued ha bod d'un estren Zo bet lakaet e-maez al lezenn" sed aze gwerzennoù tennet eus "Etre klenved ha yec'hed", ur varzhoneg savet gant Yan Ber Piriou, menneget gant Anaig Renou, a-youl vat, evit ar Cimade. Ar gevredigezh broadel e Frañs a ro sikour d'an embroidi. Aozet eo e rannoù e pep lec'h er vro. E penn kentañ ar miz e oa bet embannet gant prefed rannvro an Hanternoz 'vije difennet d'al lodenn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù reiñ boued d'ar repuidi e kêr Calais ha n'eo nemet ur skouerenn deus stad fall an traoù evit an embroidi hag embroadezed er mare-mañ. Ar prantad dispell hag ar reolennoù lakaet e plas dindan ar stad a zifrae yec'hedel a ra kalz droug d'an dud vreskañ, ar re baour, ar re zilojeiz ha dibaper. Derc'hel a ra ar Cimade Kemper da reiñ sikour hag eo en em adaptet d'hor mod da vevañ gant ar c'hleñved red. Un atersadenn gant Morgane Bramoullé.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA