BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Bezañ bouzar er skol gant ar maskl

Atersadennoù - Par Radio Kerne

13 avr.

Dans cet épisode
on discute :

D'an 23 a viz Gwengolo 'mañ Devezh etrebroadeal yezhoù ar sinoù. Er bed a bezh ez eus 72 milion den bouzar a ra gant unan eus yezhoù ar sinoù bemdeiz. 100 000 anezho a ra gant yezh ar sinoù gall. Met nebeut tre a skolioù divyezhek yezh ar sinoù-galleg zo e Frañs. Ul lodenn vras deus ar vugale vouzar a ya ba skolioù ordin neuze. Met abaoe m'eo bet rediet ar skolaerien ha skolaerezed da wiskañ ur maskl eo deuet buhez ha deskadurezh ar vugale bouzar da vezañ diaes-tre. 2 sizhun zo 'neus ur c'houplad krouet an AFPES, Kevredigezh kerent ar vugale bouzar e Penn ar Bed, evit sevel mouezh : evit o bugale n'eo ket posubl heuliañ ar c'hentelioù pa ne c'hellont ket lenn war muzelloù ar c'helennerezed evit kompren 'pezh a lâront. Floriane Feger unan eus krouerezed ar gevredigezh a respont d'hor goulennoù. Evit poent 'neus ken met 3 stal a zo o maskloù treuzwelus aotreet gant ar stad ha gant an holl anezho ez eus termenoù degas bras. 300 000 maskl zo bet koumanantet gant ar gouarnamant gant ar spi e vo kaset d'ar skolioù en diskar amzer.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA