BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Efedoù ar c'horonavirus war brogramm danvez maer-ezed Kemper #1 tu-kleiz Isabelle Assih

Atersadennoù - Par Radio Kerne

13 avr.

Dans cet épisode
on discute :

E kerzh tro gentañ an dilennadegoù kêr e Kemper e oa tremenet teir listennad gwir dezho en em ginnig en eil tro. Erruet oa kostez kostez listennadoù an tu kleiz hag an tu dehou. Gant 32% deus ar mouezhioù e voe erruet danvez maerez an tu kleiz Isabelle Assih e penn an disoc'hoù. Ludovic Jolivet, maer Quimper dibaoe c'hwec'h bloaz, a oa erruet eil nebeut war he lerc'h gant 30% deus ar mouzhioù gant e listennad deus an tu dehou. Danvez dilennadez Ar Republik o Vale (LREM) a oa erruet trede gant kazi 14% deus ar mouezhioù. Met evel ma ouzhomp mat zo bet darvoudoù etre an div dro. Nebeut a efedoù 'n eus bet enkadenn ar c'hroronavirus war brogramm an div listennad gentañ. Setu da gentañ ar pezh a vez lâret gant Anna-Vari Chapalan, 11vet war listennad Isabelle Assih... Kaoz a vo ivez deus ar fed ne vefe ket bet kavet emglev ebet e Kemper etre listennad an tu kleiz hag hini an ekolojisted.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA