BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Sikouret 'n eus ar mukovosidoz da Vugel-den da zerc'hel deus ur c'hlenved marvel all

Atersadennoù - Par Radio Kerne

12 avr.

Dans cet épisode
on discute :

Sikouret 'n eus kleñved ar Mukovisidoz da vugel-den da zont b'enn deus ur c'hleñved marvel all, 5000 bloaz 'zo. Nevez 'zo zo bet graet un dizoloadenn gant siantourien Brest asambles gant ur skipailhad all deus bro Ganada. Studiet zo bet gant Emmanuelle Genin hag he c'henseurted un hollad tud klañv gant ar mukovisidoz o tont deus meur a vro Europad, gant ar pal gouzout pezavare e oa deuet ar c'hleñved-se war wel. Un 20 bugel deus Frañs, Danemark, bro Iwerzhon, bro Albania, bro C'hres, bro Ukraina, pe c'hoazh... a zo bet studiet o jenoù, ha jenoù o zad hag o mamm. Annaig Rouxel, biologourez hi he-unan, a zispleg deomp petra zo bet kavet ganto, deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA