BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Reform al lise 'n eus degaset muioc'h a vrezhoneg e lise Brizeux Kemper

Atersadennoù - Par Radio Kerne

12 avr.

Dans cet épisode
on discute :

E lise divyezhek publik Kemper e vez graet muioc'h a vrezhoneg ar bloaz-mañ eget a-raok ! En distro-skol-mañ emañ lezenn nevez Minist an Deskadurezh Stad Jean-Michel Blanquer da gaout un efed war studioù ar re gentañ klas. Gant reform al lise, evel ma ouiit marteze, ne vo ket mui deus ar filierennoù Lennegezh, Ekonomikel ha Sokial, ha Skiantel (L, ES, S). Pep lisead a gemer ar pezh a blij dezhañ e touezh danvezhioù arbennikaet (ispisializadurioù). Ouzhpenn an danvezhioù diazez, ma vez kavet galleg, istor-geografiezh, yezhoù, sport, ha skiantoù diazez e c'hell pep lisead e kentañ klas dibap tri zañvez. Lise laik Brizeux e Kemper a zo an hini nemetañ etre ar c'hwec'h lise publik o kinnig an hentenn divyezhek, da ginnig ar brezhoneg evel danvez arbennikaet. Diwar zaouzek lisead hag a zo tremenet e kentañ klas ar bloaz-mañ, int bet nav da gemer ar brezhoneg e touezh o zri ispisializadur. Evit ar re ha n'hellont ket heuliañ ar c'hentelioù brezhoneg evel dañvez arbennikaet ne vez graet nemet teir eurvezh brezhoneg er sizhun. Gwir eo ivez evit al liseidi en hentadoù divezhek all e Breizh, pa ne vez ket kinniget dezho ar brezhoneg evel dañvez arbennikaet eno. Morgan, da skouer, e kentañ klas e lise Brizeux Kemper 'n eus dibabet matematikoù, skiantoù ar vuhez, ha brezhoneg da zanvezioù arbennikaet...
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA