BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Na maouez na gwaz : Ne vo ket c'hoaz deus ar Reizh Neptu

Atersadennoù - Par Radio Kerne

12 avr.

Dans cet épisode
on discute :

E miz Mae ar bloaz-man zo bet kollet un emgann pouezus evit an dud a stourm war dachenn ar reizh. Goulennet oa gant un den etrereviat, he lesanv Gaetan, e vefe skrivet en ofisiel e oa ha neptu, na maouez na gwaz, war e gartenn idantelezh. Nac'het eo bet gant lez-terriñ bro C'hall. Embannet zo bet gant an dud a wir, eo rabad dont en dro war unan deus diazezoù an urzh sokial : binarelezh ar reizh. Ne chomo ket Gaetan war he vern goude diviz al lez-terriñ. Emañ e avokaded en soñj kas an afer betek lez Europa Gwirioù Bugel-den. En a-dreñv e chom bro C'hall war gwirioù an etrerevidi. E Aostralia, er Zeland-Nevez, en Indez hag en Nepal e vez anavezet dija un trede reizh. E bro Alamagn ne vez ket goulennet o reizh digant an dud evit ar paperioù melestradurel. Aet eo Tunvezh Wloegen da c'houlenn he ali digant gopradez ar gevredigezh feminist "Gast!", Cecile Jacque.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA