BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Ar c'hamping : vakañsiñ en ur mod simpl ha sioul

Atersadennoù - Par Radio Kerne

12 avr.

Dans cet épisode
on discute :

E Frañs e kaver kazi 10 000 tachenn-gampiñ; ur mod kozh a-walc'h da vakañsiñ met deuet diouzh ar c'hiz en-dro un nebeud bloavezhioù 'zo. Ur stil-vakañsiñ marc'hatmat ha poblek eo ar c'hamping, deuet e vrud dezhañ da vare ar « vakañsoù paeet ». Hiziv an deiz e kaver nousped pourchasoù er c'hamping, pe vefe poulloù-neuial, pretioù, salioù sport ha me 'oar. Daoust ma n'eo ket bet dilaosket ar c'hamping gant un deltenn eo gwelaet an aezamantoù en deiz ha hiziv, pa vez muioc'h-mui a garavanennoù, mobile-home, tiez-koat hag all, enno gweleoù klet, salioù-dour ha keginoù. Ar c'haner Jean-Luc Roudaut n'eus dibabet ar c'hamping da gas e vakañsoù. Dibaoe 5 bloaz eo perc'henn war ur mobile-home e kamping ar gwez peupli e Pouldreuzig. Kement-tro ma c'hell e teu neuze d'ar vro vigoudenn gant e familh da gas amzer vrav. Deomp da gavout anezhañ war e zachenn ouzh mikro Katell Uguen.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA