BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Foeterien 5 e bro Euskadi

Atersadennoù - Par Radio Kerne

12 avr.

Dans cet épisode
on discute :

Emañ pempvet rummad ar c'hoari skinwel e brezhoneg anavezet « Foeterien » war boent kregiñ. Un abadenn e lec'h ma vez aozet ur redadeg etre skipailhoù o c'hoariñ biz-meud, evit gounit ur veaj 1500¬. N'eo ket tud a hiniennoù a gemeront, met koupladoù, skipailhoù daou zen, pe div blac'h, pe ur paotr hag ur plac'h, pe ur plac'h hag ur paotr. Dav eo dezho en em anavezout mat en a-raok, peogwir o do da vevañ traoù diaes a-hed ur sizhunvezh, hag e c'hell trenkañ an traoù e-barzh ar skipailh aes a-walc'h. Ma 'maoc'h ur c'houplad tud gant ar c'hoant da gemer perzh, e c'hellit kas ul lizher emginnig da foeterien@gmail.com Enrollet vo e miz Gouere etre en 3 hag ar 12 e bro Euskadi, hag e vo skignet e miz Genver, war Tebeo, TV Rennes, TébéSud (chadenn ar Morbihan) ha Brezhoweb, er memes amzer d'ar gwener da noz war an holl chadennoù. Mikael Baudu, e penn ar stal produiñ Gwengolo Filmoù, a zo deus mikro Tunvezh Vloagen.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA