BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Nevez-amzer ar Palestine

Atersadennoù - Par Radio Kerne

12 avr.

Dans cet épisode
on discute :

Tost 5 000 ezel 'vez er gevredigezh France Palestine Solidarité, rannet e ouzhpenn 100 strollad. 4 anezho zo e Penn ar Bed. Kement a dud a vez en AFPS 'blam m'eo stad ar Palestine unan eus kudennoù brasañ hor mare. Abaoe fin an 19vet kantvet ha dreist-holl ar bloavezh 1917 ez eus disemglevioù bras etre ar Balestianed hag an Israelianed e Palestine. D'ar mare-se e oa dindan urzh ar Rouantelezh Unanet, en doa embannet e save a-du gant krouiñ ur stad yuzev eno. Abaoe krouidigezh stad Israel e 1948 ez eus bet 3 brezel ha 4 intifada. Abaoe ugent vloaz ez eus bet ouzhpenn 8 800 marv, en o zouez tost 7 400 palestinian. E broioù ar C'hornog 'vez klasket kizidikaat an dud eus an direizhded eno. Gant an AFPS da skouer e vez aozet festivalioù, en o zouez Nevez Amzer ar Palestine savet gant France Palestine Solidarité Kreiz Breizh. Annick Rivoal, ezelez ar strollad, zo ouzh mikro Morgane Bramoullé.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA