BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Nozvezh ar merc'hed

Atersadennoù - Par Radio Kerne

12 avr.

Dans cet épisode
on discute :

Nozvezh ar merc'hed a zo aozet gant strollad feministed Gast! benn warc'hoazh. Un dibab sonerezh kempennet evit degouezh Devezh ar maouezed d'an 8 a viz Meurzh. Alies eo kentoc'h prezegennoù a vez aozet evit an degouezh-se, ar pezh a zo pouezus. Met ar c'hoant a zo bet da ginnig un abadenn festus, ha da gemer plijadur holl asambles tro dro da vennozh gwirioù ar maouezed. Set aze dres ar gêrioù a zo bet implijet gant Camille Argouarc'h, ezel deus Gast pa he deus respontet da c'houlennoù Tunvezh Vloagen. Nozvezh ar merc'hed e tavarn Rhumerezh Kerfaty, e karter ti gar Kemper. Sadorn 5/03 etre 7e noz ha 1e mintin. Traouigoù sal ha marc'had-mat a vo bet fardet gant Gast. Evit gouzout hiroc'h e c'heller mont war bajenn Facebook Gast, pe goulenn diganto resevout al lizher kemenadennoù. strolladgast@gmail.com
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA