Festivalioù Breizh - Par Radio Kerne
07 août 2023
Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! Ho abadenn àr-euun e-kreiz festival etrekeltiel an Oriant !
Selaouit an abadenn àr ho pemp radio e brezhoneg !
E program ho abadenn d'ar lun 07 a viz Eost :
- Jean-Michel Veillon, sonour, oe genamp àr-eeun ! Aterset eo bet get Caroline Trouillet.
- Iwerzhoneg zo ur yezh ofisiel ba Iwerzhon. Neoazh, daoustoc'h vez kaojet bamdé get kement a dud zo b'ar vro, ha petra eo kalite an iwerzhoneg ? Eamon O Ciosan a vro iwerzhon, zo reskont da Maxime-Morvan Crahé.
- Faot a ra deoc'h deskiñ gêrioù nevez ? Enora Molac a ginniga deoc'h pleustriñ ha deskiñ geriaoueg ar broioeù keltiek !
- Ur gronikenn oe savet get Morgane Cotten diàr-benn Sinead O'Connor, ar ganourez oe aet da anaon d'an 26 a viz Gouere.
- Breizh, Kelt ! Setu prezegenn ar FIL oe savet digwener. Petra eo ar sevennadur kelt e Breizh ? Un heuliadenn savet get Enora Molac.
Referañsoù an ton savet get Jean-Michel Veillon e fin an abadenn : An droighnean donn, Tenga Binn hag an tonaoet get John Twin MC Namara
An abadenn oe kinniget deoc'h get Yuna Kojan.
Tro d'an daol 'oe Jean-Michel Veillon, Morganne Cotenn, Maëlys Poublanc, Caroline Trouillet, Enora Molac ha Jeanne Chevrel evit an teknik.