BOA logo
Radio Kerne
Radio Kerne

Heklev an hañv 23/08/2023

Heklev an hañv - Par Radio Kerne

28 août

Dans cet épisode
on discute :

  • Pardon Sant Anton a vez bep bloaz war-dro ar chapel e Plouziri. Ar bloaz-mañ e vo c'hoazh eta d'ar sul 3 a viz Gwengolo. Moarvat ez eo ar pardon nemetañ e Breizh e lec'h ma vez gwerzhet andouilh ha kig moc'h diouzh ar c'hresk ! Muioc'h a tisplegadennoù gant Lomig Maubihan ha Michel Bozec.


  • E fin an hañv e vo kinniget abadennoù e brezhoneg gant Domani Menez Meur e Hañveg. Unan a vo diwar-benn al loened doñv hag an eil a vo diwar-benn ar bleizi. Reportaj war al lec'h gant Katell Guillou a zo karget gant ar raktresoù pedagogel ha sevenadurel e Park an Arvorig.

  • Lidet e vo 40 bloaz Mirdi Ti gwechall Dirinonn gant kontadennoù ha sonadegoù. An abadenn-mañ 'vo kinniget asambles gant Ti ar vro Landerne Daoulaz. Muioc'h a tisplegadennoù gant Erig al Lann.



  • Poan o deus skolaerezed ha skoalerien da gavout ur post labour e Breizh daoust ma ouezont brezhoneg. Justine Donnard a zispleg he c'hoant labourat er vro.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2024 Radio BOA