BOA logo

Abadenn Nnn 180 b : Lizher ag an 2.01.1917

- Par Radio Bro Gwened

10 min 53 sec 01 mars 2016

Dans cet épisode
on discute :

Abadenn Nnn 180 b Lizher ag an 2.01.1917 Lec'h : Rollot. ///h on é tonet ag an overenn, hag em eus kavet an Ao. Jaouen, ni AbAlor... Louis a gas ur gartenn din... E'it ar vugale, ne vo ket diaes deomp en em glevet... Ar vamm en devez nebeutoc'h a basianted evit an tad... An tad a vez rustoc'h e'it kastiziñ, met pasiantoc'h... E'it an avaloù-douar : ne ouian netra diàr ar rekisision-se... Nend on ket bet ken eürus e-pad an daou gouiañv arall. Graet em eus ur goulenn c'hoazh evit monet èl sekretour get ar c'homandant... Un den mat, kristen ha troet-mat a-du get traoù Breizh... N'em eus klevet komz a netra diàr-benn ar varteloded kozh... Met setu, hir hir eo ar brezel... Gwelet em eus ar c'henderv Moigneu dec'h. Ne gomzan ket mui dezhoñ ac'hanoc'h nag ag ar vugale... Ho kariñ a ran èl ma menon. Pep a vok da bep unan ac'hanoc'h ho-pemp./// Desav ar vugale : reolennoù kavet er gelennadurezh kristen. Loeiz ne gomz ket ken ag ar gêr get an ao. Moigneu : doare un den na venn ket dezhañ marc'hataat àr ur soñj graet dezhañ da vat (spered reut ha dibleg). Germaine é labourat e ti Ar Bayon. Ar c'homandant de Bonnerive (Georges des Lys).
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2025 Radio BOA