BOA logo

Lizher 25d : Kartenn «Correspondance Militaire» + lizher skrivet d'an 16.01.1915.

- Par Radio Bro Gwened

12 min 9 sec 06 juillet 2010

Dans cet épisode
on discute :

Lec'h : Jumigny. ///"Resevet em eus lizherioù ac'hanoc'h. C'hwi a lâr din lâret deoc'h pere ? Ne ouiit ket enta e pe stad eh omp. Ho lizherioù ! Met ret eo din o zeurel kuit pe o loskiñ èl re ar re arall. E-men o lakaat ? Me a añse derchel soñj ar gwellañ mar gellan ha me reskont deoc'h ar gwellañ mar gellan ; na c'houlennit ket muioch genin. Atav nend on ket e stad da skriv deoc'h na da zen ebet... Deoc'h, ma Vedig paour, ne guzhan ket netra... E ouiit dougiñ get karantez ar groaz a hues da zoug c'hwi-memp ha lod ag an hini a bouez àr ma divskoaz..."/// Ar soudard ne zalch ket al lizherioù daet davetañ ; ar brezel, an disparti a zo ur groaz da zougen ; gounit e varadoz en ur blegiñ da volontez Doue : ar basianted ; talvoudegezh aberzh an dud divlam é chouzañv ar brezel : Doue a savo e zorn.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2025 Radio BOA