BOA logo

Lizher 140 : Kartennoù ag an 02 hag ar 05.08.1916 ; kartenn ag an 02.09.1916.

- Par Radio Bro Gwened

9 min 5 sec 21 octobre 2014

Dans cet épisode
on discute :

Lec'h : E kostez L'Eclusier ; e Erquery (Oise) evit ar gartenn diwezhañ. ///Daou vlez em eus ho kuitaet... Yac'h on bepred ... Na pouk eo an amzer ! Enep d'ar c'helion... Netra a vad. Bemdez ec'h araokaer un tammig, met difonnoc'h eo bremañ rak ar Germaned en deus kaset tud hag armaj... Marse emañ Mona geneoc'h bremañ ?... Ur bok karantezus dezhi.. Karantez birvidant... Atav e sour ar labour arnin... Emañ ret din skriv kartennoù berr deoc'h. Arc'hoazh, mar gellan, ec'h eseain kas ur lizher deoc'h... Aet eo rac'h ar gompagnonezh d'ur revue... Nend eus mui nemedin ma-unan er burev... Eh on dalc'hmat yac'h hag eh on geneoc'h ho pemp a galon, a spered.... Goloet omp get ar paperioù...Rac'h ar paperioù-se evit gellout reiñ labour d'an dihaolaj a zo kuzhet er burevioù... Komañs a ran en em gustumat doc'h ar gwele.../// Kollet eo dibenn al lizher ; un toull bras etre daou lizher : lizherioù bet kollet goude ar brezel ; goulennet en doa moarvat get Loeiza gouarn e lizherioù ; Herrieu ne daol ket kuit an traoù skrivet ; teurel kuit ul lizher a c'hell ivez bout gwelet get Loeiza evel torriñ al liamm etreze ; daet eo ar rejimant da Erquery : "grand repos" ; ar velestradurezh a gerzh atav ; en e-unan er burev ; ur samm labour hag a servij da Loeiz da leuniiñ e zevezhioù.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2025 Radio BOA