BOA logo

Lizher 138 : Lizher ag an 26, kartenn ag 28.07.1916.

- Par Radio Bro Gwened

8 min 4 sec 29 juillet 2014

Dans cet épisode
on discute :

Lec'h : E kostez L'Eclusier. ///Geschrieben, den 26 a C'hourhelen 1916... Setu amañ ur gartenn-post sort en deze ar soudarded german. Kavet eo er gentañ linenn... Eh omp e-tal ar gêrig a vez graet ar "skluzour" anezhi... Ne oa 'met ar geot evit hon degemer!... Ar mintin-mañ hon eus graet gouel Santez- Anna. A nevez ned eus netra... Ne gredan ket neoazh e vo tu d'ar brezel da echu a-rauk ar gouiañv... Diwezhatoc'h eo ivez ar blezad geneoc'h ar blez-mañ... Mat e hues graet kemer tud da droc'hiñ an ed... Brav e tle bout an ti get ar glazadur-se. Hiraezh am eus d'er gwelet ha dreist-pep-tra ar re a vev ennañ... Koutant on é ouiet e teua Anna d'ho kwelet.... M'ho tegemer, a spered, etre ma divrec'h, ma Vedig karet.... Gwir eo, hir ha start eo bet an disparti. Flour ha dispar e tle bout hon adimezenn./// "Petit repos" ; ur c'hornad tostalek bet toullet ha didoullet e-pad ar brezel ; gouel Stez-Anna ; ur gartenn alaman bet serret àr an dachenn : dastum traoù ha kas d'ar gêr ; karantez diskleriet brav ha kaer ; danvez al lizhzerioù a zo doc'h danvez re - kollet - Loeiza ; un danvez savet evit chom etre an daou bried ; digor e galon dre lizher a zo bet un dra diaes-bras evit kalz a dud.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2025 Radio BOA