BOA logo

Lizher 108 : Lizher skrivet d'an 23.03.1916.

- Par Radio Bro Gwened

11 min 37 sec 10 septembre 2013

Dans cet épisode
on discute :

Lec'h : E kostez Foucaucourt. ///Lizher a Julien ar Gall. Ned on ket-me é klazh monet kuit ag an tachad-mañ... Ha monet goude da dachadoù evel Verdun. Kaer hor bo chañch ned ay ket hon traoù àr wellaat... Gwell genin c'hoazh chom lec'h mah on. An akustumañs a ra e-leizh ivez ... Eh eus bihanoc'h a riskl deoc'h bout lazhet... Dre-mañ emañ dous an amzer atav. Sapiñ ara ar gwez... Start e vo deoc'h bout hous unan en ti... Na zoujit ket atav dispign evit aesaat d'ho stad... Neus ket par da dud ho bro-ni evit koc'hoñniñ ar vugale... Dec'h e oa gwall fondet fas ha korf ur soudard deomp é c'hoari é teuziñ ur penn obus... Anna a skriv din evit goulenn mar dle respont d'An Diberder... Ret e vo din kas ho troc'h-paper deoc'h dre ar post.../// Gwell eo chom en e lec'h evit chañch ; chañch lec'h a zo arvarus (akustumañs kollet); brud bec'h Verdun a red etre ar soudarded ; arrastet eo ar permisionoù ; atav an natur é tispak e-kreiz ar brezel ; diaes kavet tud da labourat àr ar maez ; goulenn a zo d'an traoù gounidet ne tachennoù, argant a vez gounidet : en em armerzh neoazh, diwall a pas chom klañv ; pas lezel tud ar vro d'en em soursial doc'h ar vugale abalamour d'an onestiz.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2025 Radio BOA