BOA logo

Lizher 93a : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

- Par Radio Bro Gwened

9 min 29 sec 26 février 2013

Dans cet épisode
on discute :

Lec'h : Saulchoy. ///Ne 'm boa ket bet oar da skriv doc'h.... Ar pae a oa geneomp... Paeiñ paseiñ 200 a dud. Oc'hpenn 1000 lur a goust 'vel-se bep dek deiz, pep kompagnonezh d'ar vro... Oc'hpenn 30.000 lur ar miz ken 'met get an dud ag ar 88vet !! Nag un dispign spontus... An ofiserion a ya muioc'h c'hoazh gete... Roet em eus ho kanenn àr ar gloestr d'an ao. Moignou... Mat e rit gwerziñ ha lakaat ho spered da sevel driest an douar... Ne c'hellan ket-me gwerziñ... Lenn aran e-leizh hag evel-se e kavan berroc'h ma amzer... Me zalc'h da veviñ 'vel ma veven ... Ne oan ket atav ur mad da vonet d'an tavarnioù... Na gemerit ket enta poan get ma argant... Bet em eus bet ur lizher a Vokaer... Tangwall hag e zous. Doere ebet a Vellag... Nag a Barker... Ne gomzer ket atav a chañch lec'h deomp... Hon tud neoazh ned int ket fur... Ur vezh eo o gwelet. Jemari a oa leun dec'h... Eürus e vehe a pa garahe en em zerc'hel anezhañ... Erru hor paour-kaezh kapiten amañ hag e komz hep ehan..../// Ar brezel a goust ker-bras, a galav kalz a draoù ; ar sitoaian soudardet ; miziad ar soudard ha miziad an ofisour ; argant brav graet ag ar brezel ; un is-ofisour paeet madik a-walc'h evit kas argant d'ar gêr.
Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2025 Radio BOA